Camille Bissuel ❄ BD & illustrations libres

Ar cheñchamant hin displeget d'ar gleskered... aperçu
Devenez mécène de Nylnook sur Tipeee

Ar cheñchamant hin displeget d'ar gleskered...

Troet gant Patrick Béchard.

Komz a ra an holl diwar e benn, met n'ho peus ket komprenet gwall vat e pelec'h emañ an dalc'h dre just. Daoust petra eo ar sapre cheñchamant hin-se ?

Pe, er c'hontrol, komprenet pep tra ho peus, met en dizesper oc'h da lakaat ho mignoned da gompren petra eo, kar n'int ket evit intent seurt en dra-se ... ?

Gwiskit botoù ur glesker, splujit e-barzh ar gasterolenn, Sklaeroc'h e vo pep tra... ha tommoc'h !

Gant an 8 pajennad bannoù treset-mañ e vez diverret en ur mod peuz-skiantel ha diwir, hep mont re bell ganti 'vat, ar pezh a rank an nen kompren diwar-benn an dalc'h-se ... Hag eñ pouezus un disterañ evit hom amzer da zont !

N'omp ket klimatologourien holl. Hag evel e vez stadet er Guardian , « An darn vrasañ deus an dud a intent ar bed gant istorioù ha skeudennoù, ha n'eo ket gant listennadoù niveroù, dielfennoù statistikel, peotramant grafoù teknikel. Kement-se zo kaoz eo pouezus-tre kaout doareoù da droiñ ha da zisplegañ yezh chimik an dezrevelloù skiantel en ur mod dedennusoc'h ».

Epilog

Strip grenouilles Accord de Paris COP21 Breton

Partager

Twitter
Mastodon
Facebook
Diaspora*
Liberapay Tipeee

Commentaires

comments powered by Disqus