Ar cheñchamant hin displeget d’ar gleskered…

Troet gant Patrick Béchard.

Komz a ra an holl diwar e benn, met n’ho peus ket komprenet gwall vat e pelec’h emañ an dalc’h dre just. Daoust petra eo ar sapre cheñchamant hin-se ?

Pe, er c’hontrol, komprenet pep tra ho peus, met en dizesper oc’h da lakaat ho mignoned da gompren petra eo, kar n’int ket evit intent seurt en dra-se … ?

Gwiskit botoù ur glesker, splujit e-barzh ar gasterolenn, Sklaeroc’h e vo pep tra… ha tommoc’h !

Gant an 8 pajennad bannoù treset-mañ e vez diverret en ur mod peuz-skiantel ha diwir, hep mont re bell ganti ‘vat, ar pezh a rank an nen kompren diwar-benn an dalc’h-se … Hag eñ pouezus un disterañ evit hom amzer da zont !

N’omp ket klimatologourien holl. Hag evel e vez stadet er Guardian , « An darn vrasañ deus an dud a intent ar bed gant istorioù ha skeudennoù, ha n’eo ket gant listennadoù niveroù, dielfennoù statistikel, peotramant grafoù teknikel. Kement-se zo kaoz eo pouezus-tre kaout doareoù da droiñ ha da zisplegañ yezh chimik an dezrevelloù skiantel en ur mod dedennusoc’h ».

Epilog